pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

fermer

Appels aux dons deuxième semestre 2019

 

 

 

Lainé Yves

kinnig:

Ganet eo bet Yves Lainé d'ar 7 a viz Meurzh 1937 e Naoned. Frammer en ur gompagnunezh treuzdougen dre vor eo bet. Skrivagner ha stourmer evit Breizh unvan eo bepred.
Adalek 1954 e tarempredas Kelc'h brezhon Naoned.
Emezelañ a reas er CELIB e 1970. E 1972 edo gant Yann Poupinot, Michel Noury, Patrick Mareschal, Michel François ha Jean Louis Jossic e-touez krouerien Kreizenn sevenadurel keltiek Naoned.
Adalek 1973 edo e Komite ren ar CELIB . E-touez krouerien B5, kevredigezh a stourme evit adunvanidigezh melestradurel Breizh, e voe. Prezidant e voe war lerc'h Yann Poupinot.
Dic'hopret e voe gant ar Porzh emren e 1976, abalamour d'e stourmoù a c'heller krediñ. Lakaat a reas e implijer da vezañ kondaonet evit bezañ dic'hopret anezhañ hep abeg gwirion. Eus 1976 da 1997 eo bet rener an diorren er gompagnunezh Brittany Ferries. War e leve emañ bremañ.
Adalek 1997 e voe ezel eus ar c'hCUAB (Comité pour l'Unité Administrative de la Bretagne) deuet da vezañ goude Bretagne Réunie/Breizh Unvan. Ezel eo bet eus ar gomision-pad ha bezprezidant.
Kaset en deus oberoù ha stourmadennoù a-bouez evit adunvanidigezh Breizh evel ezel eus kuzul-merañ Ajañs Sevenadurel Morvan Lebesque.

teul(ioù)

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser