pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

Cevaër Jean

kinnig:

E bed an tireoulerezh en deus labouret a- hed e vuhez micherel, goude e studioù ijinour kimiour (ENSC Roazhon, aotreegezh war ar skiantoù). Ur wech war e leve e sammas karg meles- tradurel Kreizenn stummañ uhelañ Sant- Nazer etre 1989 ha 1996. Dre e emouestl evit Breizh en deus kemeret perzh e krouidigezh kevredigezhioù hag en o C’huzulioù-merañ : Unvaniezh Bretoned Bro-Veljia, Organisation des Bretons émigrés, CELIB, Radio-bro e Pariz, CUAB (comité pour l’unité administrative de la Bretagne) ma voe prezidant etre 1989 ha 1995, Alternantes, ma ra war-dro kronikenn ar c’h/CUAB, Skol Uhel ar Vro, ma’z eo prezidant ar C’huzul skiantel hag ezel eus ar C’huzul-merañ, Emglev libr Europa, POBL, ma voe bez-prezidant ha prezidant war-lerc’h, Identité bretonne, Institut de documentation bretonne et européenne, kronikour evit Breizh da zont, Bretagne Prospective, association culturelle bretonne sud Bretagne ha festival Anne Vreizh, Credib e Sant-Nazer, Agora de l’Estuaire ma’z eo prezidant evit bremañ… E oberiantiz he deus roet tro dezhañ da skrivañ pennadoù ha d’ober prezegennoù, en tu-hont d’an amzer en deus tremenet en emvodoù hag o vont hag o tont !

teul(ioù)

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser