pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

fermer

Appels aux dons deuxième semestre 2019

 

 

 

Luzel Francois Marie

kinnig:

François-Marie Luzel, bet ganet d'ar 6 a viz Mezheven 1821 hag aet d'an anaon d'ar 26 a viz C'hwevrer 1895 a oa anezhañ ur gwerinoniour , da lavarout eo un den hag a studie sevenadur ar bobl , hag ur barzh  brezhonek  hag a oa bet graet «    Barz Treger    » anezhañ gant e genvroiz. Anavezet eo ivez stumm brezhonek e anv, Fañch an Uhel, implijet gantañ da sinañ oberoù zo, met sinet en deus meur a varzhoneg ivez dindan an anv Fañch ar Moal.

Dont a reas  a-benn da zastum  un toullad mat a gontadennoù , a ganaouennoù hag a bezhioù-c'hoari kozh , ma c'hallas sevel ganto meur a levr. E 1868 eo e krogas da embann an danvez dastumet. Da gentañ e teuas er-maez ar c'hentañ eus ar pevar levr a ya d'ober Gwerzioù ha Sonioù Breizh Izel. Er bloaz war-lerc'h ec'h embannas al levrad kentañ a gontadennoù, Contes et Récits populaires des Bretons armoricains.

teul(ioù)

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser