pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

fermer

Appels aux dons deuxième semestre 2019

 

 

 

Union Régionaliste Bretonne (URB)

kinnig:

Kevredigez Broadel Breiz (URB) a oa ur strollad politikel rannvroelour krouet d'ar 16 a viz Eost 1898 e Montroulez (Treger - Penn-ar-Bed) anvet Union Régionaliste Bretonne e galleg ivez.
Ar c'hentañ strollad rannvroelour a oa krouet e Breizh zo anezhañ. Mirour e oa e vennozhioù. Diskouez a reas ar youl o deus bet ul lodenn eus ar Vretoned - bourc'hizien ha tudjentil anezhe dreist-holl - da gaout ul levezon brasoc'h war dachenn an armerzh, ar velestradurezh hag ar sevenadur.

Er vodadeg diazez kentañ e Montroulez, da-heul gouelioù breizhek, ez eas Anatol ar Braz da brezidant war un dro gant Markiz an Estourbeillon. Frañsez Vallée a oa lakaet da brezidant ar gevrenn "Yezh ha lennegezh vrezhonek" asambles gant Frañsez Jaffrennou (Taldir) aet da sekretour. Loeiz Tiercelin a oa gant Charlez ar Govig hag Anatol ar Braz, unan eus izili kentañ Kevredigez Broadel Breiz. Kavout a reer e-touez an izili o deus harpet ar strollad ar gannaded Alberzh Mun, Régis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache, ar barzh Yann ar Fusteg, ar yezhoniour ha yezhadurour Frañsez Vallée, ar sonaozour Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray, ar c'haner Teodor Botrel, al lenneg Renean Kerviler, Guy Ropartz, Émile Hamonic ...

teul(ioù)

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser