pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

Ar C'halvez (Abbé le Calvez) Armañs

kinnig:

Armañs ar C'halvez (Armand Le Calvez hervez marilhoù an ti-kêr), bet ganet e Kemper-Gwezhenneg d'an 29 a viz Eost 1921 ha marvet e Lannuon d'ar 4 a viz C'hwevrer 1972 , a oa ur beleg katolik oberiant, ur brezhonegour, keltiegour ha kelennour en deus labouret kalz evit ar brezhoneg.

Savet ha renet en deus ur skol gristen divyezhek er bloavezhioù 1950 e Ploueg-ar-Mor , Skol Sant Erwan  eus 1958 da 1961 .

Gant evezh e studias kudennoù ar gelennadurezh divyezhek er broioù bihan evel Kembre , ar Friz  pe ar Schleswig-Holstein . Adalek 1963 pe war-dro e stagas da aozañ un dezenn war an divyezhegezh e Bro-Gembre. E 1969 eo e tisplegas e dezenn dirak ur bodad-barn e Skol-Veur Roazhon hag e voe degemeret da zoktor. Embannet eo bet e dezenn e stumm ul levr galleg, gant e di-emban, Skol, e 1970, hag anvet e oa "Un cas de bilinguisme: Le Pays de Galles".

Krouiñ a reas Wanig ha Wenig , ur gelaouenn evit ar vugale a badas c'hoazh un toullad bloavezhioù war-lerc'h e varv, ar gelaouenn bedagogel Skol, ar gevredigezh Breuriezh Sant Erwan  hag an hentenn-deskiñ Herve ha Nora .

Beziet eo e Kemper-Gwezhenneg  e-lec'h ma oa bet ganet

 

teul(ioù)

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser