pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

fermer

Appels aux dons deuxième semestre 2019

 

 

 

Klerg Marsel

kinnig:

Marsel Klerg (1912-1984, pe Marcel Le Clerc hervez e anv ofisiel, a oa ur neleg katolik, un emsaver hag ur skrivagner brezhonek. Anavezet eo ivez gant an anv Klerg hepken, ha gant ar stumm diwezhañ-mañ eo e rae-eñ peurvuiañ en eil lodenn eus e vuhez. Un den desket-bras war ar relijion e oa, war al lenegezh ha war meur a yezh . Un arbennigour war ar brezhoneg e oa deuet da vezañ, dreist-holl war brezhoneg Treger  a ouie eus an dibab.

Bet eo Klerg rener ar gelaouenn vrezhonek Barr-Heol war Feiz ha        Breizh  a oa embannet neuze e Plouber, e-kichen Lannuon. E Bulien ez eo bet embannet ar gelaouenn-se etre 1953 ha 1978 , dre ma oa bet anvet Klerg eno. Da gentañ e oa ar gelaouenn-se Bleuñ-Brug Aodoù an Hanternoz.

Bet eo Klerg ivez an hini en deus lakaet da Anjela Duval  da skrivañ. Bez' en doa kalz a zoujañs eviti.

Labouret en deus kalz evit ar brezhoneg, a-benn kas e erv war-raok, abalamour ma kave dezhañ e oa dipitus stad ar Vretoned d'ar c'houlz-se. Fellout a rae dezhañ digeriñ stalioù ha reiñ labour d’ar Vretoned, digeriñ skolioù e brezhoneg evit ar vugale, lakaat ar pennoù da grouiñ ur vuhez vrezhon vodern.

Marvet eo e Bear d'an 28 a viz Gouere 1984. Interet eo e Bulien.

²&

teul(ioù)

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser