pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

Le Roux Jean-Marie

kinnig:

Jean Marie Le Roux a zo bet ganet d'ar 4  a viz Ebrel 1863 e Prad , e dud , Louis Le Roux ha Marie Anne Geffroy a oa labourerien douar dioute . E 1897  e gemeras da wreg Rose Marie Tregoad eus Kallag. Mont a reas d'an anaon e 1949 e Roazhon. Skoaler e Gwengamp ( 1882-1889), kelenner e Brest ( 1889-1896) hag e Montpellier ( 1896-1898) e teuas da vezañ mestr prezegennet e skol-veur Roazhon e 1898  ha da c'houde kelenner e kador-kelenn ar matematik dedalvezadel eus 1902 da 1933. E desenn, soutenet e 1895, a oa diwar sammegenn an ataladoù linennek a diarroudennoù darnel a eil renk gant div argemmenn dizalc'h an eil ouzh eben enne . War ar seblant eo brudet en Europa ar reter e lec'h e kaver e anv e meur a desenn. Skrivet en deus meur a bennad war ar matematik daoust ma  en deus c'hwitet e daol gant ur pennad-barn diwar ar genverelezh gant A Eintein.

 

teul(ioù)

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser