pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

fermer

Appels aux dons deuxième semestre 2019

 

 

 

Olier Youenn

kinnig:

Youenn Olier, hag a oa Yves Ollivier e anv kefridiel, a voe ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1923, hag aet d'an Anaon d'ar Merc'her 15 a viz Kerzu 2004 en ospital Gwened  War e vez e bered Kistreberzh  ez eo skrivet : "Prederour kristen, skrivagner". Bet eo skrivagner a faltazi, romantour, danevellour, kazetenner ha prederour. Dre an oberennoù niverus a skrivas ez eo unan eus skrivagnerion bouezusañ diwezh an ugentvet kantved.

Chomet eo stag e anv hag e vrud ouzh e gelaouenn Imbourc'h, an trede Emsav ma oa lodek ennañ hag ar stourm lennegel ha katolik e Breizh, en hanterenn diwezhañ an ugentvet kantved. Meur a zek levr a skrivas e meur a di-embann.

A bep seurt danvezioù a ya da ober e oberenn lennegel : skridvarnerezh, politikerezh, kontadennoù berr, romantoù, pergen daou a skiant-faltazi  awenet anat diwar e breder a stourmer vrezhon kristen, barzhonegoù,c'hoariva, troidigezhioù hag e oberenn veur, e zeizlevr, a leugnfe war-dro 50 levrenn ma vijent embannet holl. Hogen n'int ket : an hanter en deus graet, betek 1966.

Adalek 1939 e krogas da skrivañ e zeizlevr, ha kement-se betek e varv : lezet en deus war e lerc'h eta 65 bloavezhiad eus an Istor, koulz e istor personel met ivez istor eil hanterenn an XXvet kantded  e Breizh hag er bed-holl hag hini an Emsav e-unan. Hogen chom a reas an oberenn-se dizembann betek ar bloavezhioù dek-ha-pevar-ugent.

teul(ioù)

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser