pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

fermer

Skoazellit ac'hanomp da drebadekaat al Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

Gant al Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat hon eus lakaet da bal niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, kement-mañ en un doare digousk ha dizalc'h: Dielloù a bep-seurt, dornskridoù, levrioù, skeudennoù, luc'hskeudennoù, skridoù noteriet pe amaezhel, kelaouennoù... Gant ar re-mañ un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh. Kement-mañ kaset da-benn gant ur skipailh a dud a youl-vat, dizalc'h eus frammoù ensavadel.

Koulskoude e koust ker awalc'h mont en dro al load ha trawalc"h e vefe ma pep boazier al load a roe un draig bennak. Adalek bremañ ez eus tu deoc'h ober ur road arc'hant ha skoazellañ da drebadekaat al Levraoueg.



 

 

 

 

Eire - Irlande :

War-dro kreiz ar Vtet kantved e voe ar gristenien gentañ o tont da Iwerzhon, gant Sant Padrig ken brudet o prezeg an aviel eno. A-benn 600 pe war-dro e oa aet ar c’hredennoù kozh da get. Adalek war-dro 800 e voe taget ar vro gant Vikinged ha kalz a zistruj a rejont er manatioù. Lod eus ar Vikinged-se en em ziazezas en arvor reter Iwerzhon ha dont a reas Rouantelezh Dulenn da vezañ unan eus kreizennoù pouezus ar bed viking. Rannet e oa Iwerzhon e meur a rouantelezh dizalc’h hag a oa dindan aotrouniezh arouezel an “Árd Rí” (ar roue meur). E 1166 e voe skarzhet Diarmuid Mac Murchadha roue Laighin, eus e rouantelezh gant ar Roue Meur. Goulenn a reas skoazell neuze digant Herri II roue Bro-Saoz, evit adtapout e rouantelezh. E 1169 e teuas da Iwerzhon ar varc’heien norman gentañ. E servij kurunenn Bro-Saoz e oant, met evito e labourent da gentañ penn ha n’eo nemet tamm-ha-tamm e teuas rouaned Bro-Saoz da ren war Iwerzhon. E-pad meur a gantved ne renent nemet war ul lodenn eus ar vro, er reter, anvet “The Pale”. Brezelekadennoù a voe etre 1534 ha 1691, hag e 1649-1650, dreist-holl, pa voe aloubadet Iwerzhon gant Cromwell ha lazhet miliadoù a Iwerzhoniz. En amzer-se ivez e voe degaset miliadoù a dud eus Bro-Saoz ha Bro-Skos da Iwerzhon ha roet douaroù dezho d’en em staliañ eno. Emgann ar stêr Boinn a c’hoarvezas d’ar 1añ a viz Gouere 1690 , war ribl An Bhoinn en hanternoz da Zulenn. Un emgann e oa etre daou roue a glaske tapout kurunenn Bro-Saoz, Gwilherm III ha Jakez II. Trec’h e voe aduidi Gwilherm III. Un emgann a bouez e voe Emgann ar Bóinn en istor Iwerzhon, rak skoazellet e oa Gwilherm , ur priñs protestant eus an Izelvroioù, gant ar “blanterien” brotestant diazezet en Iwerzhon, en norzh dreist-holl, tra ma oa skoazellet Jakez gant ar gatoliked. Da-heul ar brezel-se e krogas ar brotestanted d’ober o mistri d’ar gatoliked ha digreskiñ a reas levezon an Iliz katolik e buhez politikel ar vro. En amzer-hont e oa ur parlamant gant Iwerzhon, daoust ma n’o doa ket an darn vrasañ eus an enezidi, katoliked anezho, an disterañ tra da lavaret war an doare ma veze renet o bro. Savet e voe Kevredigezh an Iwerzhoniz Unanet e 1791, ur strollad a unane katoliked ha protestanted hag a oa un emsav republikan, levezonet gant Dispac'h ar Stadoù Unanet. Un emsavadeg a voe da-heul, e 1798. Met buan e voe flastret an emsavadeg ha lazhet e voe miliadoù a dud. Unan eus renerien bennañ an Iwerzhoniz Unanet, Theobald Wolfe Tone, a gavas gwelloc’h en em lazhañ e-unan en toull-bac’h, kentoc’h eget bezañ krouget. E 1800 e voe votet un Akta Unaniñ, a rae eus an enezenn ul lodenn eus ar Rouantelezh Unanet hag a zivode parlamant Iwerzhon. E 1823 e krogas un alvokad katolik,Daniel O'Connell , da gabaliñ evit ma vije roet ar gwir da votiñ d’ar Gatoliked ha dont a reas a-benn da ziframmañ ar gwir-se e 1829. Etre ar bloavezhioù 1845 ha 1849 e voe drastet Iwerzhon gant "an Naonegezh Veur" pe ar "Gernez Vras" . Soñjal a reer e varvas war-dro ur milion a dud gant an naon ha rankout a reas ur bern re all divroañ da chom bev, da Norzhamerika ha da Vreizh-Veur. Digreskiñ a reas poblañs Iwerzhon eus 8 milion a dud, a-raok an Naonegezh, da 4,4 milion e 1911. An iwerzhoneg, a oa yezh pennañ an enezenn diagent, a zigreskas kalz niver e gomzerien ivez, abalamour da zigresk ar boblañs dre vras, hag abalamour d’ar skolioù saoznek a voe digoret e pep lec’h en XIXvet kantved, ha mont a reas da get zoken e kornioù zo. Kemeret e voe e lec’h gant ar saozneg. Kenderc’hel a reas stourm ar vroadelourien avat ha meur a emsavadeg a voe e-pad an XIXvet kantved. E 1916 e c’hoarvezas un emsavadeg all, Emsavadeg Pask, gant emgannoù e kêr Dulenn e-pad sizhunvezh Pask. Mouget e voe an emsavadeg gant an arme saoz ha lakaet e voe d’ar marv an darn vrasañ eus ar renerien anezhi, evel Padraig Pearse ha James Connoly . Neuze e troas kalz tud a-du gant ar vroadelourien hag a-du gant dizalc’hiezh Iwerzhon. E Dilennadeg hollek ar rouantelezh Unanet e 1918 e voe kollet sezioù gant an Irish Parliamentary Party, a c’houlenne an emrenerezh e diabarzh ar Rouantelezh Unanet, tra ma’z eas ar muiañ niver eus ar sezioù gant ar strollad Sinn Féin , a c’houlenne an dizalc’hiezh penn-da-benn. E-touez ar re a voe dilennet e oa kalz tud o doa kemeret perzh en Emsavadeg Pask. Ur wech dilennet en em vodas kannaded Sinn Féin, e miz Genver 1919, da sevel Dàil Eireann (parlamant Iwerzhon), dre ma nac’hent mont da Di ar C’humunioù e Londrez. E-touez kannaded an Dáil Éireann kentañ-se e oa Eamon de Valera ha Michael Collins. Brezel a voe diwar neuze etre Arme Republikan Iwerzgon ( I.R.A.) hag arme Breizh-Veur, harpet gant strolladoù armet all lesanvet "Black and Tans". E 1922 e voe sinet un emglev peoc’h etre renerien an emsav iwerzhonat Arthur Griffith ha Michael Collins, ha gouarnamant ar Rouantelezh Unanet. Dre an emglev-se e veze anavezet dizalc’hiezh ur stad enni 26 kontelezh eus Iwerzhon, tra ma chome er Rouantelezh Unanet 6 kontelezh eus biz an enezenn, e-lec’h ma oa kalz protestanted o chom.

teul(ioù):

titl
skrivagner(ien)
bloavezh embann

Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser