pas de mail
pajenn degemer - staliad enlinenn - blog(où)
FrançaisBrezhonegEnglish
IDBE - institut de Documentation bretonne et Européenne

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat

fermer

Souscription "Rigantoná - Rhiannon - Riwannon" Un Mug en cadeau dès 39€ d'achat sur la boutique

 

 

 

Diwarnomp

Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat a zo ur rann eus Ensavadur an Teulierezh Breizhek hag Europeat lec'hiet e Gwengamp. Lakaet hon eus da bal niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, kement-mañ en un doare digousk ha dizalc'h: Trebadekaat an danvez Breizh en ur lakaat anezhañ e-kerz kement hini ha war an dro gwarediñ evit ar rummadoù da zont...( en ur lakaat an dielloù etre daouarn an holl vretoned )


Kavet e vo teulioù , dielloù a bep-seurt: dornskridoù, levrioù, skeudennoù, luc'hskeudennoù, skridou noteriet pe amaezhel, kelaouennoù ....Gant ar re-mañ un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh. Da bep hini da glask ha da gavout e lod: Enklaskerien, istorourien, kelennerien, arzourien ....pe dedennet nemetken gant ar furchal. Dezho da bellgargañ kement teul hag a faoto dezho .


Digor ledan ha perzhiedekaus eo hol levraoueg hag e tegemeromp a youl-vat ho kinnigoù, hoc'h evezhiadennoù, ho titouroù evit gwellaat al lec'hienn pe teulioù zo. Tu zo deoc'h goulenn e vefe lakaat el linenn levr-mañ-levr pe teul-mañ-teul... Tu zo deoc'h ivez dont da sikour ac'hanomp en un doare teknikel ( niverelaat, frammañ an teulioù a zoare, lakaat el linenn, treiñ ,..)


Al lec'hienn-mañ a denn da zanvez Hor Bro ha ma vefe ganeoc'h pe levrioù, pe skridoù, pe luc'hskeudennoù, skritelloù ... hag a soñj deoc'h e vefe un dra gaer o lakaet anezho diwar wel an holl e c'hellomp niverelaat evitoc'h ha lakaat anezho el linenn. An teulioù-mañ a c'hell tennañ d'ur barrez, d'ur vicher, d'ar mor ... kontadennoù pe kanaouennoù ... N'ez eus netra dister, pe vefent e brezhoneg, gallaoueg, saozneg pe galleg ...


Kinnig ar bajenn-mañ d'unan bennak

Skoazellit ar raktres

ma faot deoc'h gwellaat ar bajenn-mañ ?

diwar benn

Lakaet en deus al Levraoueg Niverel Breizhek ha Europeat da bal , skoazellet gant an IDBE, niverelaat ha lakaat el linenn teulioù liesseurt evit neb-ar-gar, teulioù gante un tamm talvoudegezh istorel, yezhel, lennegel pe o tennañ d'hor glad diwar hêrezh
Muioc'h a ditouroù

Achetez des livres anciens et des nouveauté sur idbe-bzh.org

lañser